Great Railroad Strike (1877)

Great Railroad Strike
harz-labour
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Deiziad1877 Kemmañ
Golo Harper's Weekly an 11 a viz Eost 1877

Great Railroad Strike ("Harz-labour Meur an Hent-houarn") 1877, anvet a-wechoù The Great Upheaval ("ar Stroñsadenn Veur"), a reer er Stadoù-Unanet eus harzoù-labour ramzel gant labourerien an trenioù a oa bet flastret en un doare feuls ha garv.
Kroget e oa d'ar 14 a viz Gouhere 1877 e Martinsburg, West Virginia, pa voe diskennet goproù izel labourerien an embregerezh Baltimore & Ohio Railroad (B&O) evit an trede gwech er memes bloavezh. An harzoù-labour a voe flastret 45 devezh war-lerc'h gant lu SUA harpet gant bezenoù ar Stadoù.

En abeg da gudennoù armerzhel o vont war fallaat ha da zigresk ar goproù evit labourerien an hentoù-houarn, labourerien e meur a gêr e Stadoù New York, Pennsylvania ha Maryland, betek Illinois ha Missouri, a grogas gant un harz-labour. Tro-dro da gant den a voe lazhet er vro. E Martinsburg, Pittsburgh, Philadelphia ha kêrioù all, al labourerien o devoa devet ha distrujet trenioù, labouradegoù ha mirlec'hioù an hentoù-houarn. Ar boblañs a soñje dezhi e oa ar stourmoù o vont da zegas galloud nevez e doare Kumun Pariz 1871. En amzer-se, al labourerien ne vezent ket difennet gant aozadurioù micherel (unvaniezhioù, sindikadoù). Pennoù ar c'hêrioù, gouarnamantoù ar Stadoù o devoa aozet bezenoù a roas harp gant an National Guard, nerzhioù al lu kevredadel ha bezenoù prevez an embregerezhioù hentoù-houarn. An holl nerzhioù-se a roas lamm d'an emsavadegoù dre vont betek implijout kanolioù ha mindrailerezhioù Gatling. Ul lod eus an nerzhioù savet da vougañ an emsavadegoù a oa bet o reiñ harp d'an harz-labourerien. Echuet e oa bet e miz Eost an harz-labour dre bezañ flastret gant nerzhioù lu[1]. Ur 100 bennak a dud a oa bet lazhet d'an nebeutañ[2]

  1. http://www.ohiohistorycentral.org/w/Great_Railroad_Strike_of_1877
  2. https://www.washingtonpost.com/news/retropolis/wp/2017/09/03/labor-days-radical-roots-how-a-worker-revolt-on-the-bo-railroad-almost-became-a-revolution/?noredirect=on&utm_term=.55caef814201

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search